Bernez Tangi Biographie

Buhezskrid

© GM/DR
bernezig

1949-1970

Ganet eo bet Bernez Tangi e Karanteg (Breizh) e 1949.
Brezhoneger a-vihanik, divizet en deus mont da redek ar bed goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika).

toujane

1972

Skoazellerer-sevener evit ar film La Folle de Toujane gant René Vautier ha Nicole Le Garrec.

STORLOK

1976-1980

Bernez Tangi ’zo bet gant Denez Abernot ha nebeut sonerien all (Abalip, Gildas Beauvir, Kristian Desbordes, Bertrand Floc’h, Yon Gouez, Mona Jaouen, Bob Simon), e penn kentañ ar strollad rock e brezhoneg Storlok.

HELIAS-BERNEZ-BONNET

1986-1999

1986 – Dastumadeg a-stroll Barzhonegoù (Mouladurioù hor Yezh).
1987 – Embannet eo bet Fulennoù an Tantad gant Mouladurioù Hor Yezh-Skrid (Priz Imram).
1988 – Film-berr evit ar skinwel : An heliko a ya kuit da beder eur.
1990 – Savet en doa ur c’hasedig e-unan, Kest al lec’h (Loch Balan prod.)
1999 – Diskouezadeg taolennoù e Ti ar Vro Karaez.
1999 – Voix de Bretagne 4 / Mouezhioù Breizh 4 (Kannaouennoù nevez e brezhoneg), Le Quartz, Brest.

bernez tangi berlin
strollad bernez

2001-2010

2001 – Embannet eo bet al levr Rod an Avelioù (Skrid). Nac’h a ra priz Du-mañ du-se gant France 3 evit menegiñ plas re vihan ar vrezhoneg er skinwell publik.
Kan a ra war bladenn Da enoriñ / Hommage à Glenmor (Kan an Douar).
Donet er-maez pladenn Eured an diaoul e ti An Naer.Priz Glenmor evit Eured an diaoul.
2003 – Dibunadeg e varzhonegoù war leurenn Taol Kurun e Kemperle gant Soïg Sibéril ha Nolwenn Korbell.
2004 – Pedet eo e Vilnius (Bro Lituania), e Poetinis Druskininkų ruduo Festvalis.
2005 – Pedet eo e Berlin (Bro Alamagn) evit Poesiefestival Berlin.
Embannet eo bet Chien de feu gant kevredigezh Tarv Ruz, un dastumad eus e varzhonegoù troet e galleg evit ar wech kentañ.
2007 – Pedet eo e Reykjavik (Enez Ar Skorn) evit un emgav barzhoniel.
2008 – Pedet eo en Olsztyn (Bro Polska) evit lennadenoù ha kan.
2009 – Diskouezadeg taolennoù e Ti ar Vro Kemper.
2009 – Deuet eo er-maez pladenn Lapous an tan, e ti Tarv Ruz.
2010 – Ar Saouzanenn, barzhonegoù (Skrid). Priz Langleiz 2011.
Sonadeg en Erer Kozh e Karaez.

2011-2018

2011 – Pedet eo e Kutno (Bro Polska), e VII Festiwal Złoty Środek Poezji gant e gitarour Yon Gouez.
2011 – Krouidigezh strollad Pempbiz, gant Yon Gouez, Abalip, Gildas Beauvir ha Bertrand Floc’h. Pladenn Pempbiz evit ar vugale.
2012 – Klip Gwerz ar skinwel savet ha skignet war internet evit menegiñ plas re vihan ar vrezhoneg er skinwell.
2015 – Pladenn Pempbiz Karantez, Marv ha Faltazi.
2016 – Romant gentañ, 1973 (Skrid). Lid an Taol Kalon Bernez Tangi e Kastell-Nevez-ar-Faou.
2018 – Dastumadeg an Anaon, barzhonegoù (Skrid).

plijadur an ijin

2020-2024

2020 – An arvest, barzhonegoù (Skrid).
2020 – Pladenn Pempbiz Taol biz troad.
2020 – Dibunadeg e varzhonegoù war leurenn Gouel al levrioù e Breizh gant bouest an diaoul Alan Madeg.
2020 – Bernez Tangi, plijadur an ijin, teulfilm savet gant Mikael Baudu, produet gant France 3 Breizh.
2022 – Ar Rastellerezh bras, romant (Skrid).
2023 – Klip Ma zamm kroc’hen n’eo ket da werzhañ, sevenet gant Morzhol Prod.
Embannet eo bet L’Oublie (Chien de feu 2), un dastumad eus e varzhonegoù troet e galleg. 
Pedet e Café Krèm, Aschaffenburgh (Bro Alamagn) evit lenadennoù divyezhek (brezhoneg/alamaneg).