Bernez Tangi

© Olwenn Manac’h

Levrioù

L’Oublie

Chien de feu – Volume 2

Goude Chien de feu, embannet er bloavezh 2005, an eil levr-mañ a zastum un dibab barzhonegoù Bernez Tangi troet e galleg.
E-barzh : CD (64 min.) an testennoù orin dibunet e brezhoneg gant ar barzh. Gant taolennoù an trouz Frédéric Hamelin.

Embannadurioù Tarv Ruz (2023).
15 x 23 cm, 112 p.

Isbn : 978-2-95251-714-0
24 €

Ar Rastellerezh bras

Breizh a-benn un toullad bloavezhioù ac’hanen. Perak ’ta ez eus Breizhiz bac’het war un enezenn, gwarded oc’h evezhiañ anezho ?
Fent, dic’hoanag, diskianterezh, spi, hunvreoù, gwirvoud pe faltazi ?
Kas a ra Bernez Tangi ac’hanomp dre hentoù don un amzer da zont a vo dioutañ pe get.

Skrid (2018).
14,5 x 20,5 cm, 88 p.
Isbn : 978-2-9551541-7-5

www.brezhoneg.org/br/livres/ar-rastellerezh-bras

 

 

An Arvest

Barzhonegoù.

Daoust dezhañ bezañ erru en e oad kreñv eo bepred broudet awen Bernez Tangi gant flemm ar c’han hag ar varzhoniezh.
 Sorc’hennet eo gant ar c’hoari-daou, ar mojennoù, ar brederouriezh, ar fent, ar genedelezh hep bezañ morse maget gant an dereadegezh politikel.
Seizh livadur diwar dorn an oberour o vont da heul ar barzhonegoù a vo kavet el levr.

Skrid (2020).
14,5  x 20,5 cm, 60 p.
Isbn : 978-2-9551541-4-4

www.brezhoneg.org/br/auteurs/bernez-tangi

Dastumadeg an Anaon

Barzhonegoù.

Gant ar yezh eo bet ganet ganti e oar “Bernez Tangi kanmeuliñ ar Vretoned a vag karantez evit o Lennegezh” evel ma skriv Erwan Hupel (Ribinoù). Ouzhpenn zo gant Dastumadeg an Anaon pa lak da dalvezout komzoù barzh meur Okitania, Robert Lafont: “ar galloud nemetañ eo al lavar”. Lavar Ene an Anaon.

Aet int en tu all d’ar stered
Keuz
Peñse

Ene an Anaon
Enez an ene kludet
e mab o lagad

Skrid (2018).
14,5 x 20,5 cm, 92 p.
Isbn : 978-2-9551541-3-7

www.brezhoneg.org/br/livres/dastumadeg-anaon

1973

Montroulez. Evel gwenan e tro ur strobad tud yaouank (Kelig, Anna, Madalen, Pêr, Glaoda) en-dro d’an Ti Kozh, un ostaleri e kreiz-kêr. Sot da stagañ int holl e gwirionez, o heuliañfroud o yaouankiz. Ne vo ket heñvel an traoùevit Fantig, avat. Donoc’h-donañ e sanko e bedar follentez.
1973: romant ar bloavezhioù dek ha tri-ugent livet e doare ur gronikenn.

Skrid (2016).
14,5 x 20,5 cm, 142 p.
Isbn : 978-2-9551541-1-3

www.brezhoneg.org/br/auteurs/bernez-tangi

 

Ar Saouzanenn

Barzhonegoù.

Priz Langleiz 2001.
Skrid ( 2010).
14,5 x 20,5 cm, 90 p.
Isbn : 978-2-9525135-5-5

www.brezhoneg.org/br/livres/ar-saouzanenn

Veðurvitin

Rod an avelioù troet en islandeg gant Ólöf Pétursdóttir.

GB útgáfa (2008).
12 x 18,5 cm, 80 p.

Isbn : 978-9979-9824-1-8

Chien de feu

Ur strobad barzhonegoù troet evit ar wech kentañ e galleg.
E-barzh : CD an testennoù orin dibunet e brezhoneg gant ar barzh.

Embannadurioù Tarv Ruz (2005).
15 x 23 cm, 136 p.

Isbn : 2-9525-171-0-X
25 €

Rod an avelioù

Barzhonegoù.

Skrid-Mouladurioù hor yezh (2001).
15 x 21 cm, 80 p.
Isbn : 2-86863-132-0

Writing the wind

Un dastumadeg ar varzhoniezh a-vremañ e yezhoù keltiek .

New Native Presse (USA, 1997).
15 x 23 cm, 336 p.
Isbn : 1-883197-12-0

Fulennoù an tantad

Levr kentañ barzhonegoù.

Priz Imram 1987.
Mouladurioù Hor Yezh, 1987.
12,5 x 18,5 cm, 104 p.

ISBN : 2-86863-028-6

 

Barzhonegoù

18 skrivagner

A-stroll (Per Denez, Youenn Gwernig, Tereza, Tugdual Kalvez, Bernez Tangi, Lan Tangi, Gwendal Denez, Tudual Huon, Jil Boucherit, Herle Denez, Alan Botrel, Jakez-Erwan Mouton, Jean-Luc Dey, Mikael Baudu, Olier Ar Mogn, Jakez Hurault, Yann-Fulup Follet, Erwan An Esvan).

Mouladurioù Hor Yezh (1986).

12,5 x 18,5 cm, 160 p.
Isbn : 2-86863-016-2

www.brezhoneg.org/br/livres/barzhonegou-18-skrivagner