© Miguel de Brito
Bernez Tangi
hep mar ebet, eo ar barzh brezhoneger ar muiañ dedennus eus e rummad oad. Trellañ a ra ar re a wel ennañ un doare barzh kantreer e bevenn ar c’hantved nevez. Ur barzh penn-da-benn, entanet gant un ijin o puñsañ kement e douar ar vro ha kement e feunteun ar broioù pell. Met a-dreñv ar barzh, ar c’haner hag al livour e vez kuzhet un ene kizidik, don ha nec’het ha ne zeu war-wel nemet en e varzhoniezh.
Un drolinenn ? Hini ur barzh hep mui ken. Ur sell ? Hini bev ha lemm ur sâdhu indianat. Un oad ? Evel Marzhin e c’hoari gant kelc’h an amzer. Ar bugel ganet « etre an ivinen hag an dervenn », « goude Hiroshima ha Yalta » ’n eus dalc’het dorn an den a hiriv, bepred.
Ur vouezh ? Hini ur bluesman e Chicago pe hini un diouganer en Henamzer : boenus, fromus ha koulskoude frealzus. Pa vez gwelet Bernez Tangi tro-dro, n’oc’h ket nec’het, tamm ebet, gant dazont ene ar vro. Bez eus e yezh, an hini a vez eztaolet gantañ, kanet gantañ ha skrivet gantañ, e zoare dezhañ ivez da glask un doare eeun, un doare da espern ar gerioù, un doare hegarat ha sioul, ul lealded wir. Kizidigezh, izelegezh, gouiziegezh o tont war-lec’h, ul lodenn zon, ennañ, eus spered ur plac’h ivez. Pep tra evit an hini ’n eus bet ar chañs tremen gantañ war gwenodennoù ar gerioù pe war leurenn un toull-noz a-wechall.
Yann Rivallain
Bernez Tangi, les mots qui tonnent
Keloù
L’OUBLIE
Chien de feu – Volume 2
15 x 23 cm, 112 pajenn, pladenn e-barzh
Goude Chien de feu, embanned e 2005, ez eus en eil levrenn-mañ un dibab barzhonegoù gant Bernez Tangi troet e galleg.
Asambles gant al levr ez eus ur CD 64 munut, testennoù orin skrivet e brezhoneg gant ar skrivagner ha kinklet gant gweledvaoù sonioù gant Frédéric Hamelin.
Evit urzhiañ : darempred
24 €, gant ar bladenn + porzh.
MA ZAMM KROC’HEN
N’EO KET DA WERZHAÑ
Morzhol Prod.
Manifesto-testamant un den treuzet gant an dilez…
Ar film, sevenet e Menez Are, a lak war wel ar ganaouenn Ma zamm kroc’hen n’eo ket da werzhañ.